29.04.2008

webnoz 16

Voici le progamme du Webnoz 16:


webnoz.doc

30.03.2008

Marc'h al Lorc'h e brezhoneg

Newsletter brezhoweb :

Marc'h al Lorc'h, e brezhoneg !
’Benn arc'hoazh, war-eeun deus Pouldruzig
Toute première diffusion du Cheval d’Orgueil demain lundi,
à partir de 20 h 30, sur brezhoweb.com

Pour voir l'affiche cliquer ici

Brezhoweb.com

05.03.2008

WebNoz 14

WebNoz 14 en linenn
WebNoz 14 en ligne (texte en français après le breton)
WebNoz 14 en linenn !
An hin o cheñch, penaos e vo an amzer da zont e Breizh ?
Plas ar brezhoneg e Brest.
Dom DufF ha Kanerien Langazel.
Ha… Rannoù kentañ Ken Tuch’ evit ar c’hentañ gwech !

Daou zoare da sellet ouzh an abadenn : ar bajenn degemer, pe ar rubrikenn WebNoz (el laez) evit an abadenn rannet.

WebNoz 14 est en ligne !
Le climat va changer : que va-t-il se passer en Bretagne ?
La place de la langue bretonneà Brest.
Dom DufF et les Kanerien Langazel.
Et… Trois épisodes de la sitcom Ken Tuch’ en exclusivité :

Deux manières de regarder l’émission : sur la page d’accueil, ou dans le menu du haut, rubrique WebNoz pour avoir accès à l’émission chapitrée.

18.01.2008

WEBNOZ 13

WebNoz 13 e Rostrenn

d’an 21 a viz Genver

Politikerezh, sindikadoù, kevredigezh : piv a sachont c'hoazh ?


Da c’hortoz,
Bloavezh Mat d’an holl

17.12.2007

WEBNOZ 12

WebNoz 12 e Kerlouan ’benn arc’hoazh !

War-eeun diouzh Kerlouan !
Ar relijion e Breizh : petra e teu da vezañ ?
Nebeutoc’h-nebeut a dud en oferennoù, dilaosket ’vez an ilizoù…
Peseurt darempred o dez ar Vretoned hiziv gant ar relijion ?

*Lodenn ispisial*
An Disprizioù
Droed zo d’ober kinnigoù c’hoazh, n’eo ket re ziwezhat !

Evit goût hiroc’h, kit da lenn ar forom !

__________________________________________________

La WebNoz 12 à Kerlouan
c'est demain !

La religion en Bretagne : état des lieux
De moins en moins de fidèles fréquentent les messes, les églises sont désertées… Quel est le rapport des Bretons aujourd’hui à l’Église ?

04.12.2007

WebNoz 11

WebNoz 11 e Gwengamp : en-linenn 'mañ !
Al labour-douar e Breizh
Muioc’h-mui a dud a vez da voueta war hon flanedenn, muioc’h-mui a c’houlenn a sav amañ hag ahont er bed : moaien e vo da bourveziñ an holl ? Peseurt levezon war al labour-douar e Breizh ?

Muzik gant ar strollad Chega, levrioù nevez gant Fañch Peru, Daniel Giraudon ha Riwanon Kervella.

La WebNoz 11 à Guingamp est en ligne !

Il faut nourrir de plus en plus de monde sur la planète, la demande est en augmentation constante à travers le monde : sera-t-il possible d’y répondre ? Quelle influence cela a-t-il aujourd’hui, et demain, sur l’agriculture en Bretagne ?

Partie musique par le groupe Chega, nouveautés livres avec Fañch Peru, Daniel Giraudon et Riwanon Kervella.


Amañ 'mañ ! C'est ici !
Brezhoweb.com

23.10.2007

WEBNOZ 10

WebNoz 10 war-eeun diouzh Brec’h
Skarzhet deus an aod !
d’ar 26 a viz Here, da 8 eur 30 noz

Ken spontus e kresk priz an dachenn hag ar sevel-tier er Mor-Bihan ken ne vez ket ar re yaouank ken ’vit en em staliañ eno.
Penaos e ra tud yaouank ar vro ? Peseurt skoilhoù a gavont ingal war o hent ’raok gellet sevel tier er Mor-Bihan, pa zeuont a-benn d’ober ? E kêriadennoù zo e vez serret darn vrasañ deus an tier war ar bloaz, ha digoret deus an hañv ’metken. Piv a vev eno da vat ? N’eus ken ’met kêrioù tud kozh eo a chomo, ’raok pell, war aodoù kreisteiz Breizh ? Peseurt levezon ’n dez war buhez pemdez ar re a zalc’h da vevañ eno ?
Sell aze un nebeud deus ar goulennoù a vo savet gant Lionel Buannic ouzh tud ar vro.
Skoazell ur gevredigezh leun a startijenn hon do e-kerzh an abadenn : Kerlenn Sten Kidna. Gante eo aet 3de Priz Dazont ar brezhoneg er bloaz-mañ, ’vit talvoudekaat o oberennoù liesseurt : kentelioù brezhoneg, stajoù kanañ, baleadennoù e brezhoneg…
Dont a ray tud ar gevredigezh da ganañ, da c’hoari, da ziskouez dimp pegen bev eo ar brezhoneg ’kostez an Alre. Ha souezhennoù ’vo gante !

Evel bewech e c’hallo ar surferien sevel o goulennoù diouzhtu, a-raok an abadenn memes, war hol lec’hienn www.brezhoweb.com, ha kas o goulennoù war-eeun d’an dud pedet e-kerzh an abadenn.
KASIT HO KOULENNOÙ DEOMP DIOUZHTU WAR FOROM BREZHOWEB.COM !
War 3 lec’hienn e vo skignet an abadenn, da nebeutañ : brezhoweb.com, surlaplace.tv, armortv.fr
O kemer perzh e WebNoz Brec’h, evit lodenn ar muzik, e vo ivez :
Catherine Pasco ha Triorezed

WebNoz 10 en direct de Brec’h
le 26 octobre, 20 h 30, sur internet
Privés de plage !

Montée vertigineuse des prix de l’immobilier en Morbihan
Les prix des terrains, de la contruction, grimpent de façon vertigineuse en Morbihan, au point que les plus jeunes ont toutes les peines à s’y installer.
Comment font-ils ? Quels sont les nombreux obstacles qu’ils rencontrent avant de pouvoir construire, lorsqu’ils y parviennent ? Dans certains bourgs, la majeure partie des maisons sont fermées à l’année, et n’ouvrent que l’été. Qui vit dans ces villages ? Ne restera-t-il que des personnes âgées sur les côtes du sud de la Bretagne ? Quelle influence cela aura-t-il, cela a-t-il déjà sur la vie au quotidien ?
Voilà quelques-unes des questions que posera Lionel Buannic à ses invités morbihanais.
L’association Kerlenn Sten Kidna, très active du côté d’Auray, prendra part à l’émission. Ils ont été récompensé par le 3e Prix de l’Avenir du breton cette année, pour l’ensemble de leurs activités : cours de breton, stages de chant, promenades en breton…
Les membres de l’association viendront chanter, jouer pour nous. Ils nous ont préparé quelques surprises et nous montreront, concrètement, combien le breton est vivant du côté d’Auray !
Comme chaque fois, les internautes peuvent d’ores et déjà poser leurs questions ou proposer leurs commentaires sur le site www.brezhoweb.com ; ils pourront également réagir « à chaud » et poser leurs questions en direct aux invités.
ENVOYEZ-NOUS TOUT DE SUITE VOS QUESTIONS SUR LE FORUM DE BREZHOWEB.COM !
Cette émission sera diffusée sur 3 sites : brezhoweb.com, surlaplace.tv, armortv.fr
Participeront également à WebNoz Brec’h, pour la partie musique :
Catherine Pasco et Triorezed



Brezhoweb.com

18.09.2007

webnoz 9

WebNoz 9 : e-kreiz ar Breizh Touch
Adkrog omp ganti !

E-kreiz ar Breizh Touch, gant brezhonegerien ParizEmgav digwener, da 8 eur 30 noz, tudoù !
Skignet e vo ar WebNoz war-eeun deus ar C’hae Sant-Bernez, e Pariz, e-kreiz ar Breizh Touch. Mont a raimp da saludiñ Bretoned Pariz.
Goût ’rit-c’hwi pet brezhoneger zo e Pariz ? Peseurt buhez ’deus ar brezhoneg enno ? ’Blam ’betra ’fell da lod kaozeal brezhoneg e Pariz ? Penaos ’mañ kont gant ar skol Diwan staliet straed Liancourt ? Ha bezañ zo deus un «diaspora ar Vretoned» du-hont ?
Sell aze un nebeud goulennoù a vo savet ouzh un dousennad Bretoned gant Lionel Buannic.
Degas ’raimp un tamm deus Breizh ganeomp, pa ’c’h eo Annie Ebrel a ray ar veaj ganimp, ha pa vo skipailh Leurenn Breizh o kinnig o rummad filmoù-berr nevez-flamm. Iwan B, ar soner rap yaouank, a adkavo ’c'hanomp war blas.
Neuze, n’ankouait ket, digwener, 8 eur 30 noz !
Ha ’vel kustum, kasit ho koulennoù, hoc'h evezhiadennoù, da forom brezhoweb !

WebNoz 9 : au cœur de la Breizh Touch
C'est reparti !
Rendez-vous ce vendredi, 20 h 30 !
La WebNoz sera diffusée en direct du Quai Saint-Bernard, dans le 14e à Paris, au cœur de la Breizh Touch. Nous irons saluer les bretonnants de Paris.
Vous savez, vous, combien il y a de bretonnants à Paris ? Comment se porte la langue bretonne là-bas ? Pourquoi certains Bretons désirent parler leur langue dans la capitale ? Et comment se porte l’école Diwan installée rue Liancourt ? Y a-t-il vraiment une «diaspora bretonne» à Paris ?
Voilà quelques-unes des questions que Lionel Buannic posera aux Bretons sur le plateau de la WebNoz.
Nous emporterons un petit bout de Bretagne avec nous, puisque Annie Ebrel fera le voyage en notre compagnie, et que l’équipe de Leurenn Breizh nous présentera sa nouvelle série. Iwan B, le jeune rappeur, nous attendra sur place.
Alors n’oubliez pas, vendredi, 20 h 30 !
Et d'ici là, comme d'habitude, envoyez vos questions, vos commentaires, sur le forum de brezhoweb…

20.06.2007

WEBNOZ 7

WebNoz 7, d'an 20 a viz Even, e Roazhon, 8 eur 30

(texte en français à la suite du breton)
Estrañjourien staliet e Breizh, Bretoned staliet en estrenvro…

Peseurt skeudenn o deus deus Breizh ?
Deus he ekonomiezh, deus he folitikerezh, deus he sevenadur ?
Ken digor-se eo spered ar Vretoned ?

Ha gwir eo ez eo Breizh « etrebroadel » ? Ken digor-se eo war ar bed ? A-live emañ, da vat, gant ar bedelekadur ?
Savet e vo ar goulennoù-se e-kerzh ar WebNoz, didro, ouzh ar Vretoned o vevañ e broioù all hag ouzh estrañjourien o deus choazet bevañ e Breizh (hag a gomz brezhoneg). Flapet e vo war-eeun gant Bretoned staliet e penn all ar bed, dre ar genrouedad.

Gwagenn.tv : dre ar prenestr
Digorit an nor dezhe hag e tremenint dre ar prenestr ! Ha don’t a ray skipailh aozourien al lec’hienn gwagenn.tv da rannañ ganeomp o raktresoù diroll. O paouez bezañ priziet eo o lec’hienn da geñver Prizioù an Dazont (Rannvro Breizh hag Ofis ar Brezhoneg).

Muzik : Dom Duff, Sophie Le Hunsec
Levrioù : Paolig Combot, Yann Bijer

E Roazhon, er Maezioù-frank, e vo an abadenn, war-eeun da 8 eur 30.


Étrangers installés en Bretagne, Bretons installés à l’étranger…

Quelle image ont-ils de la Bretagne ?
De son économie, de sa politique, de sa culture ?
Les Bretons sont-ils aussi ouverts qu’ils le pensent ?

La Bretagne est-elle vraiment « internationale » ? Est-elle aussi ouverte qu’il y paraît ? Est-elle de plain-pied avec la mondialisation?
WebNoz interroge, sans tabou, Bretons de l’étranger (en collaboration avec l'OBE) et étrangers vivant en Bretagne (et parlant breton). Des Bretons vivant à l'étranger seront joints, en direct, par le net. Et les internautes du monde entier seront invités à s’exprimer à tout moment.

Carte blanche à gwagenn.tv
Les auteurs du nouveau site vidéo jeune et urbain en breton ont carte blanche pour donner libre cours à leurs délires et à leurs expériences. Gwagenn.tv vient de recevoir l'un des Prix de l’Avenir du breton décerné par la Région Bretagne et l’Office de la Langue bretonne.

Musique : Dom Duff, Sophie Le Hunsec
Livres : Paolig Combot, Yann Bijer

L'émission sera diffusée en direct des Champs-Libres, à Rennes, à 20 h 30.

22.05.2007

WEBNOZ 6

WebNoz 6 d'an 28 a viz Mae
texte en français à la suite du breton

Un ti bio: un ti evit ar re cheuc'h?
Savet o deus un ti 'bio'? Keroc'h eo pe get? Penaos sevel pe kempenn un ti en un doare bio? Ur poull neuial bio, hep dour javel: posubl eo?

eil diviz: an distro skol 2008 er skolioù brezhonek. Gwelloc'h pe gwasoc'h? Penaos 'mañ kont gant ar Stad?

Kan: Paskal Lamour, Jakez ar Borgn

Levrioù: ar skiantoù e brezhoneg, ha traoù nevez war Internet

E Silfieg, da 8 eur 30 noz e vo dalc'het an abadenn, war eeun, war brezhoweb

Une maison bio: un luxe pour certains ou une réalité pour tous?
Ils ont contruit ou rénové une maison en incluant des matériaux bio, des panneaux solaires, des chaudières à bois... Comment ont-ils fait? Est-ce plus cher? Qui peut se le permettre?

Deuxième débat: la rentrée 2008 dans les écoles bilingues. Comment s'annonce-t-elle? L'Etat traîne-t-il toujours les pieds? Comment attendre l'objectif de 20.000 enfants en 2010?

Chant: Paskal Lamour et Jakez ar Borgn

Livres: les sciences en breton, et les nouveautés d'Internet

Rendez-vous en direct le 28 mai à 20h30, depuis Silfiac, dans le centre Bretagne!!

Brezhoweb.com

Toutes les notes