26.10.2007
LOUPIO EN BRETON
Diou vandenn-dreset nevez embannet :
"Troioù-kaer Loupio"
Levrenn 1 : An Emgav Levrenn 2 : Ar Chaseourien
Bez' ez eo Loupio ur paotrig emzivat, hag a zo soner ha barzh. E Bro-Italia emañ o chom, d'an 13ved kantved. Frañsez a Asiz zo mignon bras dezhañ hag e gamalad eo Breur Bleiz. Bemdez Doue, e vez o pourmen dre ar vro. Kontet e vez deomp e droio-kaer, ma weler drezo ez eus anezhañ ur paotr mat, didro ha brokus.
Lakaet e brezhoneg gant Minihi Levenez.
Ur vBD : 48 p. Golo reut. 9,50 €.
Evid prena, kasit deomp eur chekenn: priz al leor(ioù) + 3 € mizou-kas da :
Minihi Levenez, 29800 TRELEVENEZ
Deux BD viennent de paraître : la traduction en breton des "Aventures de Loupio"
Tome 1 : La Rencontre Tome 2 : Les Chasseurs
Pour obtenir un lien avec le site de l'éditeur, Fleurus, cliquez ici
Pour commander, envoyez-nous un chèque du montant du prix du (ou des) livre(s) 9,50 € ou 19 € + 3 € de frais de port à :
Minihi Levenez, 29800 TREFLEVENEZ
Vous pouvez, également, vous les procurer auprès d'Alain Le Verge :
9 Kroaz ar Zant
29400 Bodiliz
Pellgomz 02.98.68.93.09
Les BD seront bientôt en vente dans les magasins de la Procure de Brest et Quimper
et au monastère de Landévennec.
19:25 Publié dans MINIHI LEVENEZ | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
25.10.2007
NOUVELLES DE L'UBAPAR
Laouen eo skipailh UBAPAR o kemenn deoc'h eo deuet maez Levrig an aozer hag ar rener.
Gall a rit prenañ anezhañ dre lizher pe e Saloñs al levrioù e Karaez (stand Skol an Emsav, Keit Vimp Bev, Korn ar vugale).
11 € an tamm / 20 € Levrig an aozer hag ar rener + Levrig ar buhezour
L'équipe de l'UBAPAR est heureuse de vous annoncer la sortie de Levrig an aozer hag ar rener (Livret de l'organisateur et du directeur).
Vous pouvez l'acheter par correspondance ou à l'occasion du salon du livre de Carhaix (stand de Skol an Emsav, Keit Vimp Bev, Espace enfants).
11 € l'exemplaire / 20 € Levrig an aozer hag ar rener + Levrig ar buhezour
Levrig an aozer hag ar rener
Istor ar brezhoneg zo leun a glaoustreoù. Koulskoude pa oa bet loc’het, e 2002, gant ar raktres-nevez-mañ e oamp pell a soñjal e vije deuet ken brav ganeomp ! 120 buhezour yaouank tapet an DABU e brezhoneg ganto ha 14 rener krog gant an DARE ! Tizhet ar pal ganeomp, sur eo ha n’eo ket marteze.
A-drugarez da youl ha da startijenn departamantoù Penn-ar-Bed ha Mor-Bihan, Rannvro Breizh, Renerezh Breizh ar Yaouankiz hag ar Sportoù ha da rouedad UBAPAR omp deuet a-benn eus an taol kaer-se. N’eus ken e Breizh e kaver un hentad stummañ evel hemañ en ur yezh rannvro. 535 bugel zo bet o vakañsiñ e brezhoneg e-kerzh an hañv 2007, 32% ouzhpenn evit ar bloaz a-raok. Evidomp, difennerien an deskadureh pobl, eo ar c’hreizennoù vakañsoù ha dudi prantadoù dibar da vevañ a-stroll ha da binvidikaat an nen. En ober e brezhoneg war ar marc’had zo kas ar yezh maez ar skol ha maez ar familh ha krouiñ liammoù kreñv etre ar rummadoù. Michañs e c’hello Levrig an aozer hag ar rener broudañ al lañs zo war ar vakañsoù brezhoneg. Hor brasañ spi an hini eo.
Ur benveg labour ha preder evit an aozerien kampoù vakañsoù hag ar renerien yaouank. Petra eo an deskadurezh pobl ? Penaos sevel ur raktres kamp vakañsoù ? Piv a c’hell bezañ rener ? Peseurt kargoù zo war chouk an aozer ha war chouk ar rener ? Penaos merañ ur budjed ? Da betra servij ur raktres desevel hag ur raktres pedagogel ? Displegañ ar pezh a c’houl al lezennadur, reiñ alioù, rannañ skiant a fell deomp ober gant al levr-se, erfin : broudañ an aozañ kampoù vakañsoù e brezhoneg, e Breizh a-bezh.
Qui aurait cru en 2002 que 120 jeunes animateurs seraient formés au BAFA en breton et que 14 directeurs pourraient suivre une formation BAFD en breton ? On nous aurait sûrement taxés de fous, de gentils utopistes… Or, c’est grâce à l’énergie conjuguée des départements du Finistère et du Morbihan, de la Direction Régionale de la Jeunesse et des Sports, de la Région Bretagne et du réseau UBAPAR que cela a été rendu possible. Nous sommes les seuls en France à disposer d’un tel cursus en langue régionale. 535 enfants ont passé leurs vacances en breton cet été, avec une croissance de 32 % par rapport à l’an dernier. Une occasion pour vivre en breton en dehors de l’école et de la famille, et créer des liens forts entre les générations. Espérons que Levrig an aozer hag ar rener viendra renforcer l’élan des centres de vacances en breton.
Un outil de travail et de réflexion pour les jeunes directeurs et les structures qui souhaitent se lancer dans l’organisation de camps. Rappeler la législation, donner des conseils, partager les expériences des uns et des autres, dans le but d’encourager la prise de responsabilité et de faciliter l’organisation de camps en breton dans toute la Bretagne.
--
UBAPAR
Katell Chantreau
16 F rue du Père Maunoir
35000 Roazhon / Resnn
Tel : 09 53 35 56 44
18:45 Publié dans UBAPAR | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
23.10.2007
WEBNOZ 10
WebNoz 10 war-eeun diouzh Brec’h
Skarzhet deus an aod !
d’ar 26 a viz Here, da 8 eur 30 noz
Ken spontus e kresk priz an dachenn hag ar sevel-tier er Mor-Bihan ken ne vez ket ar re yaouank ken ’vit en em staliañ eno.
Penaos e ra tud yaouank ar vro ? Peseurt skoilhoù a gavont ingal war o hent ’raok gellet sevel tier er Mor-Bihan, pa zeuont a-benn d’ober ? E kêriadennoù zo e vez serret darn vrasañ deus an tier war ar bloaz, ha digoret deus an hañv ’metken. Piv a vev eno da vat ? N’eus ken ’met kêrioù tud kozh eo a chomo, ’raok pell, war aodoù kreisteiz Breizh ? Peseurt levezon ’n dez war buhez pemdez ar re a zalc’h da vevañ eno ?
Sell aze un nebeud deus ar goulennoù a vo savet gant Lionel Buannic ouzh tud ar vro.
Skoazell ur gevredigezh leun a startijenn hon do e-kerzh an abadenn : Kerlenn Sten Kidna. Gante eo aet 3de Priz Dazont ar brezhoneg er bloaz-mañ, ’vit talvoudekaat o oberennoù liesseurt : kentelioù brezhoneg, stajoù kanañ, baleadennoù e brezhoneg…
Dont a ray tud ar gevredigezh da ganañ, da c’hoari, da ziskouez dimp pegen bev eo ar brezhoneg ’kostez an Alre. Ha souezhennoù ’vo gante !
Evel bewech e c’hallo ar surferien sevel o goulennoù diouzhtu, a-raok an abadenn memes, war hol lec’hienn www.brezhoweb.com, ha kas o goulennoù war-eeun d’an dud pedet e-kerzh an abadenn.
KASIT HO KOULENNOÙ DEOMP DIOUZHTU WAR FOROM BREZHOWEB.COM !
War 3 lec’hienn e vo skignet an abadenn, da nebeutañ : brezhoweb.com, surlaplace.tv, armortv.fr
O kemer perzh e WebNoz Brec’h, evit lodenn ar muzik, e vo ivez :
Catherine Pasco ha Triorezed
WebNoz 10 en direct de Brec’h
le 26 octobre, 20 h 30, sur internet
Privés de plage !
Montée vertigineuse des prix de l’immobilier en Morbihan
Les prix des terrains, de la contruction, grimpent de façon vertigineuse en Morbihan, au point que les plus jeunes ont toutes les peines à s’y installer.
Comment font-ils ? Quels sont les nombreux obstacles qu’ils rencontrent avant de pouvoir construire, lorsqu’ils y parviennent ? Dans certains bourgs, la majeure partie des maisons sont fermées à l’année, et n’ouvrent que l’été. Qui vit dans ces villages ? Ne restera-t-il que des personnes âgées sur les côtes du sud de la Bretagne ? Quelle influence cela aura-t-il, cela a-t-il déjà sur la vie au quotidien ?
Voilà quelques-unes des questions que posera Lionel Buannic à ses invités morbihanais.
L’association Kerlenn Sten Kidna, très active du côté d’Auray, prendra part à l’émission. Ils ont été récompensé par le 3e Prix de l’Avenir du breton cette année, pour l’ensemble de leurs activités : cours de breton, stages de chant, promenades en breton…
Les membres de l’association viendront chanter, jouer pour nous. Ils nous ont préparé quelques surprises et nous montreront, concrètement, combien le breton est vivant du côté d’Auray !
Comme chaque fois, les internautes peuvent d’ores et déjà poser leurs questions ou proposer leurs commentaires sur le site www.brezhoweb.com ; ils pourront également réagir « à chaud » et poser leurs questions en direct aux invités.
ENVOYEZ-NOUS TOUT DE SUITE VOS QUESTIONS SUR LE FORUM DE BREZHOWEB.COM !
Cette émission sera diffusée sur 3 sites : brezhoweb.com, surlaplace.tv, armortv.fr
Participeront également à WebNoz Brec’h, pour la partie musique :
Catherine Pasco et Triorezed
Brezhoweb.com
20:49 Publié dans WEBNOZ | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
15.10.2007
NOUVELLES DE L'UBAPAR
Les enfants bilingues ne s’ennuieront pas pendant les vacances de la Toussaint
A Rennes, La Chapelle-Neuve et Lokenole, les enfants bilingues pourront jouer et apprécier la nature, le sport et les arts en breton.
E Roazhon Sizhunvezh ar Grenn-Amzer ha mojennoù ar roue Arzhur : Arzhur a oa roue ar Vretoned met petra eo ar vojenn ha penaos e veze kont d’ar c’houlz-se- ? Dizoloiñ a raimp ar vojenn hag ivez buhez ar Grenn-Amzer. An dañsoù, ar boued, ar c’hoarioù, an dilhad. E-fin ar sizhun e vo klasket war lec’h ar grall tro dro d’ur c’hoari bras. Staj Rugby : E kreiz ar veskadeg : En em c’hoari a ra kampionnad ar bed e Bro-C’hall er mare mañ. Un digarez deomp da lakaat ar vugale da zizoloiñ ar sport-se. Ma vez trawalc’h a vugale ganeomp e vo tu aozañ ur genstrivadeg. Titouroù hag enskrivadennoù : Brieg Guerveno, dudi@diwan-bro-roazhon.org, 02 99 32 44 50 / 06 89 78 31 36.
Er Chapel-Nevez Kreizenn vakansoù er Chapel-Nevez e Ti ar c’hoadoù « Natur ha diskar-amzer » eus al Lun 29 d’ar Merc’her 31 a viz Here. Keginañ a raimp a-raok mont ouzh taol ! C’hwezh ar c’histin rostet war an tan, blazioù nevez evel soubenn ar potiron, “crumble” avaloù, gachenn kraoñ-kelvez… Lipouzerezh da vat ! Degemeret e vimp e Koad ar Markiz, gwisket tomm evel-just, evit chaseal an teñzor. A-bep-seurt a vo graet a-hend-all : c’hoari en natur, deskiñ ar c’haligrafiezh hag ober mobiloù. Kousket e vo er greizenn, keginet e vo gant boued bio hag/pe eus ar vro. 30 plas evit bugale etre 7 ha 12 vloaz. Priz : 90 €. Titouroù hag enskrivadennoù : 02.96.21.60.20 Ti ar C’hoadoù 5, hent an dachenn sport 22 160 AR CHAPEL-NEVEZ centre-foret-bocage@wanadoo.fr www.centre-foretbocage.com
E Lokenole (kichen Montroulez) Ur staj teatr-sirk evit bugale etre 7 ha 12 vloaz gant Bob Simon, Angelina Beauvir hag Anne-Laure Keraudren. 12 plas. 75 € ar staj. Titouroù hag enskrivadennoù : KLT 41 Kae Leon - Montroulez - 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10
--------------------------------------------------------------------------------
A Rennes Semaine sur le Môyen-Age et les légendes du roi Arthur : Arthur était le roi des Bretons. Mais que raconte vraiment la légende, et comment vivaient les gens à cette époque ? Les danses, la nourriture, les jeux, les vêtements. En fin de semaine nous partirons à la recherche du Graal autour d’un jeu de piste. Stage de rugby : Au cœur de la mêlée : La coupe du monde a lieu en France en ce moment. L’occasion pour nous de découvrir ce sport. Selon le nombre d’enfants, un petit tournoi sera organisé en fin de semaine. Renseignements et inscriptions : Brieg Guerveno, dudi@diwan-bro-roazhon.org, 02 99 32 44 50 / 06 89 78 31 36
A La Chapelle-Neuve Séjour vacances au Centre Forêt Bocage "La nature à l’automne" du lundi 29 au mercredi 31 octobre 2007. Retroussons nos manches ! Au menu : l’odeur des grillades de châtaignes au coin du feu, les différentes saveurs comme la soupe au potiron, le crumble aux pommes, le gâteau aux noisettes… Habillés chaudement, la forêt de Beffou nous accueillera parée de ses plus belles couleurs d’automne pour une chasse au trésor. Différents ateliers seront proposés en plus tels que les jeux buissonniers, l’initiation à la calligraphie et fabrication de mobiles. Hébergement au Centre, cuisine biologique et/ou locale. 30 places pour des enfants de 7 à 12 ans. Coût : 90 €. Renseignements et inscriptions : 02 96 21 60 20, Centre Forêt Bocage 5 hent an dachenn spôrt 22 160 LA CHAPELLE-NEUVE, centre-foret-bocage@wanadoo.fr, www.centre-foretbocage.com
A Lokenole (près de Morlaix) Stage de théâtre-cirque pour enfants de 7 à 12 ans, avec Bob Simon, Angelina Beauvir et Anne-Laure Keraudren. 12 places. 75 € le stage. Renseignements et inscriptions : KLT 41 Quai de Léon - Morlaix - 02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10
--
Katell Chantreau / UBAPAR
16 F rue du Père Maunoir
35000 Roazhon
Tel : 09 53 35 56 44
21:27 Publié dans UBAPAR | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
13.10.2007
AG DIHUN 29
A l'attention des parents d'élèves des filières d'enseignement bilingue des écoles catholiques du finistère.
Madame, Monsieur ,
Vous êtes cordialement invités à participer à l’assemblée générale de DIHUN PEN AR BED qui se tiendra le :
Samedi 27 octobre 2007 à 10H
A la maison des syndicats à Landerneau
(Même rue que la piscine)
Ordre du jour
Ø Rapport moral
Ø Rapport financier
Ø Projets
Ø Informations des parents
Ø Questions diverses
A l’issue nous partagerons un verre de l’amitié.
Nous comptons sur votre présence.
Pierre Favé
Président de Dihun Pen Ar Bed
16:20 Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note
18.09.2007
webnoz 9
WebNoz 9 : e-kreiz ar Breizh Touch
Adkrog omp ganti !
E-kreiz ar Breizh Touch, gant brezhonegerien ParizEmgav digwener, da 8 eur 30 noz, tudoù !
Skignet e vo ar WebNoz war-eeun deus ar C’hae Sant-Bernez, e Pariz, e-kreiz ar Breizh Touch. Mont a raimp da saludiñ Bretoned Pariz.
Goût ’rit-c’hwi pet brezhoneger zo e Pariz ? Peseurt buhez ’deus ar brezhoneg enno ? ’Blam ’betra ’fell da lod kaozeal brezhoneg e Pariz ? Penaos ’mañ kont gant ar skol Diwan staliet straed Liancourt ? Ha bezañ zo deus un «diaspora ar Vretoned» du-hont ?
Sell aze un nebeud goulennoù a vo savet ouzh un dousennad Bretoned gant Lionel Buannic.
Degas ’raimp un tamm deus Breizh ganeomp, pa ’c’h eo Annie Ebrel a ray ar veaj ganimp, ha pa vo skipailh Leurenn Breizh o kinnig o rummad filmoù-berr nevez-flamm. Iwan B, ar soner rap yaouank, a adkavo ’c'hanomp war blas.
Neuze, n’ankouait ket, digwener, 8 eur 30 noz !
Ha ’vel kustum, kasit ho koulennoù, hoc'h evezhiadennoù, da forom brezhoweb !
WebNoz 9 : au cœur de la Breizh Touch
C'est reparti !
Rendez-vous ce vendredi, 20 h 30 !
La WebNoz sera diffusée en direct du Quai Saint-Bernard, dans le 14e à Paris, au cœur de la Breizh Touch. Nous irons saluer les bretonnants de Paris.
Vous savez, vous, combien il y a de bretonnants à Paris ? Comment se porte la langue bretonne là-bas ? Pourquoi certains Bretons désirent parler leur langue dans la capitale ? Et comment se porte l’école Diwan installée rue Liancourt ? Y a-t-il vraiment une «diaspora bretonne» à Paris ?
Voilà quelques-unes des questions que Lionel Buannic posera aux Bretons sur le plateau de la WebNoz.
Nous emporterons un petit bout de Bretagne avec nous, puisque Annie Ebrel fera le voyage en notre compagnie, et que l’équipe de Leurenn Breizh nous présentera sa nouvelle série. Iwan B, le jeune rappeur, nous attendra sur place.
Alors n’oubliez pas, vendredi, 20 h 30 !
Et d'ici là, comme d'habitude, envoyez vos questions, vos commentaires, sur le forum de brezhoweb…
12:11 Publié dans WEBNOZ | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note




