23.10.2007

WEBNOZ 10

WebNoz 10 war-eeun diouzh Brec’h
Skarzhet deus an aod !
d’ar 26 a viz Here, da 8 eur 30 noz

Ken spontus e kresk priz an dachenn hag ar sevel-tier er Mor-Bihan ken ne vez ket ar re yaouank ken ’vit en em staliañ eno.
Penaos e ra tud yaouank ar vro ? Peseurt skoilhoù a gavont ingal war o hent ’raok gellet sevel tier er Mor-Bihan, pa zeuont a-benn d’ober ? E kêriadennoù zo e vez serret darn vrasañ deus an tier war ar bloaz, ha digoret deus an hañv ’metken. Piv a vev eno da vat ? N’eus ken ’met kêrioù tud kozh eo a chomo, ’raok pell, war aodoù kreisteiz Breizh ? Peseurt levezon ’n dez war buhez pemdez ar re a zalc’h da vevañ eno ?
Sell aze un nebeud deus ar goulennoù a vo savet gant Lionel Buannic ouzh tud ar vro.
Skoazell ur gevredigezh leun a startijenn hon do e-kerzh an abadenn : Kerlenn Sten Kidna. Gante eo aet 3de Priz Dazont ar brezhoneg er bloaz-mañ, ’vit talvoudekaat o oberennoù liesseurt : kentelioù brezhoneg, stajoù kanañ, baleadennoù e brezhoneg…
Dont a ray tud ar gevredigezh da ganañ, da c’hoari, da ziskouez dimp pegen bev eo ar brezhoneg ’kostez an Alre. Ha souezhennoù ’vo gante !

Evel bewech e c’hallo ar surferien sevel o goulennoù diouzhtu, a-raok an abadenn memes, war hol lec’hienn www.brezhoweb.com, ha kas o goulennoù war-eeun d’an dud pedet e-kerzh an abadenn.
KASIT HO KOULENNOÙ DEOMP DIOUZHTU WAR FOROM BREZHOWEB.COM !
War 3 lec’hienn e vo skignet an abadenn, da nebeutañ : brezhoweb.com, surlaplace.tv, armortv.fr
O kemer perzh e WebNoz Brec’h, evit lodenn ar muzik, e vo ivez :
Catherine Pasco ha Triorezed

WebNoz 10 en direct de Brec’h
le 26 octobre, 20 h 30, sur internet
Privés de plage !

Montée vertigineuse des prix de l’immobilier en Morbihan
Les prix des terrains, de la contruction, grimpent de façon vertigineuse en Morbihan, au point que les plus jeunes ont toutes les peines à s’y installer.
Comment font-ils ? Quels sont les nombreux obstacles qu’ils rencontrent avant de pouvoir construire, lorsqu’ils y parviennent ? Dans certains bourgs, la majeure partie des maisons sont fermées à l’année, et n’ouvrent que l’été. Qui vit dans ces villages ? Ne restera-t-il que des personnes âgées sur les côtes du sud de la Bretagne ? Quelle influence cela aura-t-il, cela a-t-il déjà sur la vie au quotidien ?
Voilà quelques-unes des questions que posera Lionel Buannic à ses invités morbihanais.
L’association Kerlenn Sten Kidna, très active du côté d’Auray, prendra part à l’émission. Ils ont été récompensé par le 3e Prix de l’Avenir du breton cette année, pour l’ensemble de leurs activités : cours de breton, stages de chant, promenades en breton…
Les membres de l’association viendront chanter, jouer pour nous. Ils nous ont préparé quelques surprises et nous montreront, concrètement, combien le breton est vivant du côté d’Auray !
Comme chaque fois, les internautes peuvent d’ores et déjà poser leurs questions ou proposer leurs commentaires sur le site www.brezhoweb.com ; ils pourront également réagir « à chaud » et poser leurs questions en direct aux invités.
ENVOYEZ-NOUS TOUT DE SUITE VOS QUESTIONS SUR LE FORUM DE BREZHOWEB.COM !
Cette émission sera diffusée sur 3 sites : brezhoweb.com, surlaplace.tv, armortv.fr
Participeront également à WebNoz Brec’h, pour la partie musique :
Catherine Pasco et Triorezed



Brezhoweb.com

Les commentaires sont fermés.