20.06.2007

WEBNOZ 7

WebNoz 7, d'an 20 a viz Even, e Roazhon, 8 eur 30

(texte en français à la suite du breton)
Estrañjourien staliet e Breizh, Bretoned staliet en estrenvro…

Peseurt skeudenn o deus deus Breizh ?
Deus he ekonomiezh, deus he folitikerezh, deus he sevenadur ?
Ken digor-se eo spered ar Vretoned ?

Ha gwir eo ez eo Breizh « etrebroadel » ? Ken digor-se eo war ar bed ? A-live emañ, da vat, gant ar bedelekadur ?
Savet e vo ar goulennoù-se e-kerzh ar WebNoz, didro, ouzh ar Vretoned o vevañ e broioù all hag ouzh estrañjourien o deus choazet bevañ e Breizh (hag a gomz brezhoneg). Flapet e vo war-eeun gant Bretoned staliet e penn all ar bed, dre ar genrouedad.

Gwagenn.tv : dre ar prenestr
Digorit an nor dezhe hag e tremenint dre ar prenestr ! Ha don’t a ray skipailh aozourien al lec’hienn gwagenn.tv da rannañ ganeomp o raktresoù diroll. O paouez bezañ priziet eo o lec’hienn da geñver Prizioù an Dazont (Rannvro Breizh hag Ofis ar Brezhoneg).

Muzik : Dom Duff, Sophie Le Hunsec
Levrioù : Paolig Combot, Yann Bijer

E Roazhon, er Maezioù-frank, e vo an abadenn, war-eeun da 8 eur 30.


Étrangers installés en Bretagne, Bretons installés à l’étranger…

Quelle image ont-ils de la Bretagne ?
De son économie, de sa politique, de sa culture ?
Les Bretons sont-ils aussi ouverts qu’ils le pensent ?

La Bretagne est-elle vraiment « internationale » ? Est-elle aussi ouverte qu’il y paraît ? Est-elle de plain-pied avec la mondialisation?
WebNoz interroge, sans tabou, Bretons de l’étranger (en collaboration avec l'OBE) et étrangers vivant en Bretagne (et parlant breton). Des Bretons vivant à l'étranger seront joints, en direct, par le net. Et les internautes du monde entier seront invités à s’exprimer à tout moment.

Carte blanche à gwagenn.tv
Les auteurs du nouveau site vidéo jeune et urbain en breton ont carte blanche pour donner libre cours à leurs délires et à leurs expériences. Gwagenn.tv vient de recevoir l'un des Prix de l’Avenir du breton décerné par la Région Bretagne et l’Office de la Langue bretonne.

Musique : Dom Duff, Sophie Le Hunsec
Livres : Paolig Combot, Yann Bijer

L'émission sera diffusée en direct des Champs-Libres, à Rennes, à 20 h 30.

Les commentaires sont fermés.